Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/216

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 208 —

da veza plant roz ! Epad m’edo evelse sebezet, eur vandenn Elez a deuaz d’en em voda enn dro dez-han. Lakaat a rejont dez-han dillad guenn-kann, ha goude e leverchont dez-han mont d’an Iliz, el leac’h m’edo Hor Zalver ouz her gedal. Araok mont kuit e kutuillaz daouzek rozenn venn ha daouzek rozenn ruz da gas gant-han, ha goudeze e z’eaz d’an Iliz.

Eno edo ouz he c’hedal J.-K. hag ar Verc’hez. Fransez, evel en d’oa great pemzek miz araok, en em strinkaz adarre d’an daoulin, hag a en em arbedaz evel hen ouz J.-K. :

— Hon Tad Santel meurbed, Roue an env hag an douar, Salver ar bed, plijet ganeoc’h lavaret dign pe zeiz e devezo he zalvoudegez an induljanz vraz oc’h euz bet ar vadelez da rei dign.

— An induljanz-se, eme J.-K., e devezo he zalvoudegez adalek div eur goude kresteiz, an dervez kenta a viz eost, hag ive epad an noz, betek antronoz kuz-heol. Enn dervez-se, kenta a viz eost, gouel St Per enn ereou, e tiskennaz eun eal euz an env da derri chadennou St Per, ha d’hen tenna er meaz euz ar prizoun.