hini en d’oa an ear da gentellia anez-han gand kement a garantez An Drouk-Spered trubard an hini oa. Setu perak, e leac’h. senti out-han, e savaz rak eeun divar bennou he zaoulin, hag e z’eaz d’ar c’hoad a zo e kichenn ar gouent. Eno, e tiviskaz he zillad, hag, enn noaz pill, ec’h en em lakeaz d’en em ruilla etouez an drez hag ar spern gand kement a grizder m’oa deuet an oll skourrou da veza ruziet gand he c’hoad. Enn eun taol, eur sklerijenn lugernuz a c’holo ar Zant An drez hag ar spern a zo deuet da veza plantennou roz, drean ebed enn-ho, goloet a roz guenn hag a roz ruz : ha koulzkoude edot e kreiz ar goan, pa z’eo guir edot e miz genver, ha zoken oa rust ar goan er blavez-se.
Abaoue a vezo bremaik seiz kant vloaz, hag evelato, herrio, er bloaz 1889, e velor c’hoaz e hars Iliz ar Porsionkul, ar plant roz-se, atao glaz, o rei han-c’hoan roz epad ar bloaz, lod ruz ha lod guenn, ha n’euz drean ebed enn-ho, ar pez ne gavot e leac’h all ebed.
Ar Zant a jommaz mantret o velet eur burzud ker braz : Drez ha spern deuet