Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/214

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 206 —

Oh ! me am euz pedet, ha pedet meur a veach, pedet bemdez epad eur miz, daou viz, ha n’ounn ket selaouet. Ne dal ket ar boan dign pedi ken, rak Doue ne zelaou ket ac’hanounn. Oh ! kristen digaloun, na c’houi a fazi ! Doue ne vank netra d’eoc’h ; selaou a rai ho pedenn pa blijo gant-han. Bezit fizianz enn-han, pedit ha kendalc’hit da bedi, ha, pa deuio an heur, Doue a roio d’eoc’h ho koulenn mar d’eo talvouduz evit ho silvidigez.

Fransez ive-ta a bede noz-deiz hag a rea pinijennou braz. A benn ar pemzekved miz Doue a zelaouaz he bedenn, ha setu aman penaoz.

E miz genver euz ar bloaz 1223, epad m’edo adarre o pedi e kreiz an noz, e klevaz eur vouez o c’houeza ar c’homzou flour-man enn he ziou skouarn : « Fransez, pell ha pell braz a zo emaoc’h o pedi. It da gousket : varc’hoaz e pedfot adarre. Pinijennou re rust a rit ive. « Guelit, eman uzet ho korf hag ho iec’hed : poent eo d’eoc’h chomm a-za. Evelse ec’h espernfot ho korf hag e padfoc’h hirroc’h. »

Fransez a anavezaz dioc’htu piou oa an