Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/213

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 205 —

ebed evit diskouez em euz roet d’eoc’h an induljansou braz a c’houlennac’h digan-en.

— Tad Santel, eme Fransez, ho ker a zo avoalac’h evidounn. Mar d’eo mad ar pez a c’houlennan, Doue hen diskouezo he unan, hag an dra-ze a vezo avoalac’h. Ha m’ar deo red kaout eun tamm skrid bennag, ar Verc’hez a vezo va zamm skrid, J.-K. an naoter hag an Elez an testou.

An dra-man a ziskouez pegement a fiziánz en doa ar Zant er pez en doa Doue disklerriet dez-han e lliz ar Porsionkul.

Setu ive ta roet gand ar Pap, goude Doue, he c’houlenn da Fransez. Mez da be zeiz euz ar bloaz e c’hellor gounit an induljansou braz-se ? Ar Zant n’her gouie ket he unan. Pedi ha pedi a rea a ziagent, mez breman e ped startoc’h c’hoaz evit lakaat an A. Doue da zeiziada an dervez a falvesche dez-han.

Epad pemzek miz e pedaz, ha Doue ne rea van ebed ouz he gleved…

Ha goude guelet n’oa ket roet ker buan he c’houlenn da eur Zant ker braz, e klevor tud digristen avoalac’h o lavaret :

12