Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/212

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 204 —


Goudeze e c’halvaz Fransez da zont d’he gaout hag e lavaraz dez-han :

Aotre a reomp, Ni, Honoriuz III, Pap, ha Vikel J.-K. var an douar, n’en devezo pec’hed ebed var he goustianz, ha n’en devez-ho dle ebed da baea evit he oll bec’hejou, abaoue m’euz deuet skiant dez-han, an neb piou bennag a vezo eat enn Iliz ma komzit d’eomp anez-hi, ha lavaret enn-hi eur bedennik bennag, goude beza kofeseat gand glac’har he oll bec’hejou en euz sonj enn-ho, ha bet an absolvenn anez-ho. Mez an induljansou-man, hag a bado betek fin ar bed, n’o devezo talvoudegez nemed eun dervez hag eun nozvez hed-a-hed, evel ma kount lezennou an Iliz; da lavaret eo, adalek kresteiz betek antronoz kus-heol. An dra-ze a fell dign, hag an dra-ze a vezo evelse. Fransez o klevet ar c’homzou-ze a blegaz he benn gand anaoudegez vad ; dridal a rea he galoun gand al levenez. Bennoz Doue a lavaraz d’Hon Tad Santel Honoriuz, hag edo erru kuit pa c’halvaz ar Pap anez-han.

— Denig paour ha dizonj, da beleac’h ez z’it-hu evelse ? N’hoc’h euz tamm skrid