Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/211

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 203 —


— Fransez, skrija a ran ouc’h ho klevet. Biskoaz jamez Pap ebed n’en euz roet induljansou ker braz.

— Tad Santel, evidounn-me n’ounn nemed eun den dister ha mad da netra. Evel-se, ar pez a c’houlennan, ne ket em hano co her goulennan, mez enn hano J.-K. en deuz lavaret dign dont d’ho kaout.

O klevet kement-se ar Pap a zavaz enn he za, ha dirag ar Gardinaled e lavaraz teir gueach dioc’htu :

— Ia, Fransez, me fell dign rei d’eoc’h ho koulenn,

Lod euz ar Gardinaled o d’coue c’hoant da zerc’hell, eun tammik bian, penn ouc’h Hon Tad Santel, en eur lavaret dez-han biskoaz jamez Pap ebed n’en d’oa roet induljansou ker braz ep eur binijenn pe eun aluzenn bennag,

— Ar pez a zo great, a zo great, eme ar Pap; euz a berz Doue e teu. Eun dra epken a zisklerriomp, ha setu aman petra : Lavaret ha disklerria a reomp ne bado an induljansou a c’houlenn Fransez nemed eun dervez epken bep bloaz.