Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/210

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 202 —

da c’hounit ep kaout guir ebed dez-ho euz ho ferz ho unan.

— An induljansou ne vezont ket roet ep guir, eme ar Pap. Evelato lavarit dign ped vloaz oc’h euz c’hoant e padfe an induljansou-ze ?

— Oh ! Tad Santel, eme ar Zant, plijet ganeoc’h selaou ac’hanounn : Ne ket bloaveziou a c’houlennan diganeoc’h, eneou eo.

— Petra oc’h euz c’hoant da lavaret en eur goulenn digan-en eneou kentoc’h eged bloaveziou ?

— Me fell dign, Tad Santel, e rofac’h, da gement hini a deuio da lliz ar Porsionkul, goude beza kofeseat gand keuz ha glac’har he bec’hejou, ha bet an absolvenn anez-ho, e ve pardounet dez-han ar pec’hejou all hen defe ankounac’heat, kerkouls hag ar pec’hejou bian ne vez ket taolet kals evez out-ho ; me fell dign m’en defe hennez tamm dle ebed da baea da Zoue, evit he bec’hejou, na var an douar nag er bed all ; ha, ma ve kenn dibec’h ha kenn neat he goustianz, o vont er meaz euz an Iliz, evel pa ve o tont divar mean-fount ar Vadiziant.