Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/209

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 201 —

enn Env. Goulenn a reot digant-han, euz va ferz, an induljanz-se.

Ar Breudeur-bian all a ioa dihunet gand an diviz a ioa etre Fransez hag an A. Doue. Klevet a reant kement tra a veze lavaret : guelet a reant an Iliz sklerijennet ; chomm a reant sebezet o velet kement all a Elez, mez hini anez-ho ne gredaz mont er meaz euz he doullig kambr, na mont enn Iliz. Antronoz, Fransez a zifennaz out-ho lavaret grik ebed divar benn ar pez o doa guelet ha klevet. Evit-han, he galoun a dride enn he greiz mall en doa da gaout aotre ar Pap. Setu perak, antronoz vintin, da c’houlou deiz, e kemeraz gant-han ar Breur Mase, hag e z’eaz dioc’htu var eeun da gaout Honoriuz III.

D’ar mareou-ze, ar Pap Honoriuz III a ioa e kear Perouz. Ar Zant a ieaz d’he gaout, hag a lavaraz dez-han, ep distro ebed, evel m’her grea atao :

— Tad Santel, raparet em euz, enn eul leac’h hanvet Porsionkul, eun Iliz savet enn henor d’ar Verc’hez, mamm da J.-K. Pedi a ran ac’hanoc’h da staga ouz an Iliz-se induljansou hag a c’hello an oll