devezo dle ebed da baea evit-ho, abaoue m’ho d’euz skiant, kement hini a deuio da bedi enn Iliz-man, goude beza kofeseat gand glac’har ho fec’hejou, hag ar re a c’helfent da veza ankounac’heat, ha bet an absolvenn anez-ho. En em arbedi a ran ive ouz ar Verc’hez, ho mamm, evit ma plijo gant-hi beza va alvokadez diraz-oc’h, hag alia ac’hanoc’h da rei dign va goulenn.
Ker buan Rouanez an Elez a zistroaz ouz he map, a en em lakeaz a du gand Fransez, hag en em arbedaz out-han evel-hen :
— O Doue oll c’halloudek, dont a ran da bedi ac’hanoc’h da rei da Fransez ar pez en euz goulennet diganeoc’h.
Hor Zalver a respountaz :
— Breur Fransez, ar pez a c’houlennit digan-en a zo eun dra vraz meurbed : Evelato, kaer-so, her roan d’eoc’h. Me-ta, Fransez, a ro d’eoc’h ho koulenn ; mez red eo d’eoc’h kaout aotre va Vikel, var an douar, an hini en euz ar galloud da liamma ha da ziliamma an traou er bed-man hag er bed-all, var an douar hag