Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/207

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 199 —

o velet dallentez an dud, pa deuaz eun eal da lavaret dez-han mont da Iliz ar Porsionkul, hennez eo hano Iliz kouent Stez-Mari-an-Elez, el leac’h m’edo ouz he c’hedal J.-K., ar Verc’hez hag eur vandenn Elez. En em gavet enn Iliz, e velaz Hor Zalver e kreiz he Elez, hag he Vamm enn tu deou dez-han. Fransez en em lakeaz da grena, hag, er meaz anez-han he-unan, ec’h en em daolaz d’an daoulin, he dal harp ouz an douar.

— Fransez, eme J.-K., gand eur garantez an dudiusa, c’hoant braz oc’h euz da zavetei an eneou. Mad, me ho lez da c’houlenn digan-en ar pez a gafot ar guella evit ho zilvidigez, hag ive evit henor va hano.

Pa velaz Fransez diraz-han J.-K., ar Verc’hez hag an Elez, e chommaz sebezet, sounnet; n’oa evit lavaret ger, he spered a ioa savet d’an Env. Deuet enn-han he unan, e respountaz gand an doujanz ar vrasa :

— O Tad Santel, me ho ped, me paour keaz pec’her, da rei d’ar bed oll ar c’hraz-man : Goulenn a ran ma vezo pardounet ho fec’hejou d’ez-ho, ha ma n’ho