Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 198 —


Avechou e klevor tud o kaketal hag oc’h ober goap euz an Trede Urz. Ne lavaran ket ne ve ket kavet eun abek bennag e lod euz a Vreudeur ha C’hoarezed an Trede Urz. E peleac’h eman an den ha ne ve ket kavet avechou eun draik bennag da lavaret divar he benn ? Mez, ma klevit unan pe unan o tismegansi an Trede Urz, dreiz-han he unan, lavarit, ep aoun da fazia, eman an Droug-Spered o komz dre he c’hinou, hag ez’eo d’an nebeuta kender-goumpez d’ar Framansouned. Daoust ha ne ket Doue he unan eo en euz lavaret da Fransez sevel an Trede Urz ?

Goude m’an doa diazezet an Trede Urz, Fransez, en eur brezek d’an dud dre ma z’ea, a zistroaz d’he gouent. Eno e kouent Stez-Mari-an-Elez, e pede hag e rea pinijennou ar re rusta evit lakaat an A. Doue da gaout truez ouz an dud diskiant a deue d’hen dilezer, ha d’ho distrei varzu enn-han. Planta karantez Doue e kaloun an oll, setu eno he vennoz.

Eun novez, epad miz here, euz ar bloaz 1221, edo o pedi enn he doullig kambr ; hag e vouele, hag e c’hirvoude