Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/205

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 197 —

Trede Urz o d’euz bet kement a c’halloud m’ho d’euz distroet an dud divar an hent fall, ha lakeat da gila Frederik II Impalaer an Almagn, evel oc’h euz her guelet. Setu perak herrio, ar Pap Leon XIII a deu, kenn aliez a veach, da alia an dud da vont enn Trede Urz. Sentit, kristenien vad, ouz aliou ar Pap : kemerit ep mez hag ep aoun, Skapuler ha Kordenn an Trede Urz. Pedi a reot evit ho preudeur hag ho c’hoarezed dianket ha dallet gand plujadurezou ar bed, a unan gand tremen pemp kant mil den all, a bep oad, a bep stad, stignet a dreuz hag a hed, euz an eil penn d’egile euz ar bed. Pedi a reot an A. Doue da verraat an amzer glac’haruz-man. Pedi a reot evit Hor Mamm Zantel an Iliz Katolik, ma teuio Hon T. S. ar Pap er meaz euz he brizoun da c’houarn an Iliz ep ma vezo den o viret out-han. Pedi a reot zoken evit hoc’h enebourien a herrio ma teuio Doue d’ho sklerijenna. Pedi a reot evit Franz hor bro, ma vezo kaset ar Framansouned aheurtet d’ho zoullou kuz, ma teuio d’hor gouarn tud vad hag a raio lezennou ne d’aint ket a enep gourc’hemennou Doue ha re an Iliz. Evelse bezet great.