Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/204

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 196 —

en em zestument evit en em guzulia hag en em glevet.

Hag enn hon amzer-ni, ha n’eman ket ar Framansouned, bugale vian an Albijoaed, oc’h ober brezel d’an Iliz ? Rokoc’h int evit ho zud koz. Herrio ne ket he toullou kuz ec’h en em zestumont ; e tiez brao, hanvet lochennou, eo, e sklerijenn an heol ha dirak daoulagad an oll. Anavezet int. Int-hi eo a zo o kas an traou enn dro e kals Rouanteleziou, enn Itali hag e Franz dreist oll. Int-hi eo a zalc’h ar Pap er prizoun, 18 vloaz a zo. Int-hi eo a fell dez-ho ne ve mui hano, e nep giz, a Zoue e skol ebed. Digristena ar vro a rankont da ober, evel a lavare, enn ho hano, n’euz ket goall bell, unan euz ar pennou braz anez-ho !… An den divergond !…

Nann, ne raint ket. Doue a ziouallo he Iliz. Hag ar Pap a zo enn he leac’h var an douar, sklerijennet gant-han, a lavaro d’eomp petra da ober evit trec’hi hon enebourien, ha lakaat an dud da zistrei var an hent mad. Doue, gueach all, a lakeaz Fransez da zevel an Trede Urz ; ha pedennou Breudeur ha C’hoarezed an