Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/203

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 195 —

bed, rak beva a reor evel pa ne ve Doue ebed. Ne glaskor nemed plujaderezou ar bed hag ar c’hik : N’euz kenn c’hoant e kaloun pep den nemed ar c’hoant da zestum arc’hant ha danvez, n’euz forz dre be hent.

Evel oc’h euz guelet enn amzer St Fransez, Impalaer an Almagn, ha re all gant-han, ne ehanent da ober brezel d’ar Pap, evit hen diskar divar he dron.

Hag enn dervez a vreman, daoust ha ne ket lammet digant-han he dammik Rouantelez, ha lakeat anez-han da rankout chomm atao enn he di, pe enn he balez mar kirit. Eno eman er prizoun, rak mar teu er meaz e vezo taget dioc’h-tu gand an dud fall, he enebourien. Ker paour eo lakeat ma rank goulenn an alu- zenn digant he vugale. Setu perak e kestor bep bloaz evit Hon Tad Santel ar Pap, ar pez a hanvor diner St Per.

P’edo Fransez o sevel he Urz, hag araok ive, an Albijoaed a ioa o tispenn a daoliou teod Hon Tad Santel. Diframma a reant a damm-a-damm lezennou an Aviel ha gourc’hemennou an Iliz. Ho mennoz oa diskar relijion J.-K. E toullou kuz ec’h