M’am euz eun tamm kuzul da rei d’an dud iaouank, goazed ha merc’hed, eo alia anez-ho da vont kenta ma c’hellint enn Trede Urz. Eno, o devezo induljansou braz da c’hounit. Eno, unanet gand Breudeur ha C’hoarezed all euz a gement bro gristen a zo er bed, e kavint nerz da harpa ouz an Droug-Speret ne ehan da daga an dud iaouank ; rak gouzout a ra, mar gell plega an den enn he iaouankiz hen dalc’ho a zindan he dreid betek he varo. M’am befe eun ali all da rei d’an dud iaouank eo lavaret dez-ho choaz evit pried unan hag a zo enn Trede Urz. Furroc’h eo.
Hon Tad Santel Leon XIII ne ehan da alia ar gristenien vad da vont enn Trede Urz. Perak an dra-ze ? Abalamour, evel hel lavar he unan, hon amzer-ni a zo henvel ouz hini St Fransez. Neuze ive, an dud a veve enn diroll ar vrasa : ne zonjent tamm enn ho ene ne reant stad nemed euz ho c’horf.
Hag herrio, ha ne ket ker braz an diroll evel e amzer St Fransez ? Siouaz ! goasoc’h eo zoken. Doue a zo, evel pa lavarfenn d’eoc’h kaset er meaz euz ar