Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/201

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 193 —


2° Red eo dougen ar skapuler hag ar gordenn.

3° Lavaret a rank bemdez, ar re ne ouzont ket lenn, 12 Pater, 12 Ave ha 12 Gloria Patri.

4° Iun a rankor diou veach ar bloaz : d’ar 7 a viz herzu, derc’hent gouel ar Verc’hez konsevet ep pec’hed ha d’an 3 a viz here, derc’hent gouel St Fransez.

N’euz pec’hed ebed evit mankout d’ar reolenn, mez neuze avad n’euz induljanz ebed ive.

Klevet em euz tud hag a lavar ne c’hellont ket dimezi ar re a zo enn Trede Urz dindan boan da veza kaset er meaz. Gevier n’int ken ar c’homzou-ze. Eo, dimezi a c’hell da ober Breudeur ha C’hoarezed an Trede Urz, diou veach, teir gueach ma keront, ep beza kaset er meaz euz an Urz, ep beza kavet abek ebed enn-ho. Tadou ha mammou, en eur alia ac’hanoc’h da lavaret d’ho pugale mont enn Trede Urz, e c’houlennan diganeoc’h pegement bep sul ha bep foar a rankit da rei d’ho kraouadur ? Ne gredit ket lavaret dign pegement ? Ma ve enn Trede Urz, ne rafe ket kement a zispign.