Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/200

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 192 —

aman m’ho deuz savet an oll en hoc’h enep, ha m’int goasoc’h evidoc’h eged ar brasa armeou. »

Enn Trede Urz euz tud paour ha tud pinvidik, tud a renk huel ha tud dister, hag evelato int oll Breudeur ha C’hoarezed : n’eman ket an eil huelloc’h eged egile. Henvel a rign d’eoc’h unanik bennag evel St Louis, Roue a Franz ; Stez Elisabeth, Rouanez Hongri ; St Ferdinand, Roue ar Spagn ; St Bonavantur, Doktor euz an Iliz ; Kristof Kolomb, en euz dizoloet an Amerik ; St Yvon, pe Eozen, a Vreiz-Izel, alvokad an intanvezed hag an dud paour, ha kals a re all, ep henvel d’eoc’h Pie IX, hag Hon Tad Santel ar Pap Leon XIII, herrio var gador St Per, lakeal gand Doue da c’houarn he lliz.

N’eman ket em mennoz kounta d’eoc’h histor an Trede Urz. Evelato p’am euz lavaret d’eoc’h penaoz oa bet savet gand St Fransez, eo red dign disklerria d’eoc’h lod euz ar pez a rankor da ober evit mont enn Urz ha beva enn-han.

1° N’hor ket evit mont ebarz araok 14 vloaz echu.