Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/199

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 191 —

pe Urz ar Binijenn, en eur digemeret enn-hi Luchesiuz ha Bonadonna he c’hreg. Dre c’her epken e roaz dez-ho he reolenn, n’oa ket great penn-da-benn gant-han c’hoaz. Ne c’hourc’hemennaz dez-ho nemed eur bedenn bennag en eur rei dez-ho, evit merk an Urz nevez, eur Skapuler liou al ludu, e ment ar skapulerriou all, hag eur gordenn, tri pe bemp koulm enn-bi, da zougen a zindan pe var gorre an dillad. Hennez eo guiskamant Breudeur ha C’hoarezed an Trede Urz. Galvet eo evel hen abalamour an daou Urz kenta savet gant ar Zant eo Urz ar Breudeur-bian hag hini C’hoarezed Stez Klara.

Ar reolenn a oue skrivet er memez bloaz 1221, ha ker buan kavet mad gand ar Pap Honoriuz III.

An Trede Urz ne zaleaz ket d’en em stigna dre bevar c’horn ar bed. Kement a dud a ioa enn-han euz an Itali ma skrive, nebeut blaveziou goudeze, Per des Vignes da Frederik II, Impalaer an Almagn, a ioa oc’h ober brezel d’ar Pap : « Ar Breudeur-bian, ha, dreist oll, Breudeur an Trede Urz a zo kement anez-ho dre