Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/198

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 190 —

iunniou, hag o chomm epad an noz da bedi ep kousket berad. Kement a draou a roit m’emaoc’h o vont da lakaat ho tud da vervel var ar c’holo. Daoust ha ne c’houzoc’h ket oc’h euz roet kement tamm boued a zo enn ti ? — Luchesiuz, ep ober van ebed ouz he c’hlevet, a lavaraz dez-hi gand an douzder ar vrasa : — Digorit an armel, marteze e kafot c’hoaz enn-hi eun tammik bennag da rei — Bonadonna a zigoraz an armel, hag he c’havaz leun a vara !… Araok an dervez-se oa kristenez mad avoalac’h, mez goude ne oa ket kavet he far, na paour ebed ne ieaz dioc’h toull dor he zi ep kaout an aluzenn.

Roit d’ar paour ha Doue a roio d’eoc’h. Mad, hennez an den-ze eo en em gavaz gand Fransez, hag a c’houlennaz digant-han eur reolenn, evit beva, e kreiz trouz ar bed, e karantez Doue, evel enn eur gouent. Fransez o klevet ar c’homzou-ze a dridaz he galoun. Doue en doa selaouet he bedennou, rak he vennoz oa sevel eun Urz evit tud ar bed. Mont a reaz gand Luchesiuz d’he di ; hag eno, e ti ar marc’hadour koz se e fountaz an Trede Urz,