evelato eun tammik a-dreuz hag a-hed, evel a c’hoarvez avechou gand ar re a zo o terc’hel konverz. Da vianna anaout en doa great n’eo madou ar bed-man nemed poufadou moged a ia gand an avel, nemed traou dister ha rankor da lezer var al lerc’h da heur ar maro. Setu perag oa troet ouz Doue, hag en em lakeat da labourat evit mad da zavetei he ene. Kastiza a rea he gorf dre iunniou ha pinijennou rust, ober a rea muia ma c’helle aluzennou d’ar paour, mont a rea da velet ha da brederria an dud klan enn hospitaliou, alia a rea an oll da zistrei ouz Doue ha d’her c’haret.
Dimezet oa d’eur vaouez han vet Bonadonna. Houman n’oa ket henvel-tre ouz he goaz : grignouz kenan e oa — E fesoun, araok herrio euz bet merc’hed pennou fall var an douar. — Eun dervez, Luchesiuz en doa roet d’ar beorien kement tamm bara a ioa enn ti. Peorien all a deuaz, eur pennadik goudeze, da c’houlenn adarre eun tamm bara, hag e lavaraz d’he c’hreg rei dez-ho — Penn sot ha diboell, eme Bonadonna, droug enn-hi, anat eo eo divoueded ho penn dre ho
11*