Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 188 —

a rea dre vro an Ombri hag an Toskan, ha, dre ma z’ea, e prezege : hag her grea gand kement ha nerz, ma tirede an dud var he lerc’h. Guelet a reat goazed o kuitaat ho gragez, ha merc’hed o tilezer ho goazed evit reded var lerc’h ar Zant, ha goulenn digant-han eur roudenn evit ma viche easoc’h dez-ho a vizikenn servicha Doue gand muioc’h a zoujanz eged a ziagent. Ar Zant, evel a gomprenit, n’oa ket evit dispartia an dud a ioa e stad ar briedelez ; mez c’hoant en doa da ober eur reolenn hag a lakache tud ar bed, en eur jomm pep hini enn he stad hag enn he gear, da veva oll, evel enn eur gouent vraz ; da bedi an eil evit egile, ha da vale dre eun hent merket dez-ho, easoc’h hag eeunnoc’h varzu ar Baradoz.

Edo ar Zant o sonjal enn traou-ze, hag o c’houlenn, dre he bedennou, sklerijenn digant Doue, p’en em gavaz, etre kear Floranz ha bourkik Kagiano, gand unan euz he gamaraded koz, unan euz a vignouned follenteziou he iaouankiz. He-man a ioa he hano Luchesiuz. Marc’hadour oa bet enn he amzer genta, ha madou braz en doa destumet, marteze