Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/195

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 187 —

durazou ar bed-man, oa rannet he galoun. Enn he bedennou e c’houlenne stard digant Doue penaoz distrei tud ar bed divar an hent fall hag ho lakaat da vale var an hent mad, var hent ar Baradoz.

Dija, evit ar goazed, en doa diazezet Urz ar Breudeur-bian a brezege hag a c’houneze eneou da Zoue dre bevar c’horn ar bed: dija en doa savet, evit ar merc’hed, eun Urz all, an eil urz, Urz C’hoarezed Stez Klara, a bed noz-deiz, hag a ra pinijennou ar re rusta evit lakaat an A. Doue da gaout truez ouz ar bec’herrien diskiant, ha d’ho distrei out-han. Guir an dra-ze. Mez an oll goazed n’int ket galvet da veza beleien pe da veva enn eur gouent dizemez, evel ar Breudeur-bian, nag an oll merc’hed ne c’hellont ket kenn nebeut beva er c’houentchou divar an aluzenn, evel C’hoarezed Stez Klara.

Petra da ober-ta ?

Goude beza tremenet eur pennad am- zer o pedi Doue d’her sklerijenna, ar Zant a ieaz adarre enn hent da lavaret d’an dud karet Doue a greiz ho c’haloun hag ober pinijenn euz ho fec’hejou. Bale