Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/194

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 186 —

Zoue a viche lakeat da eil var he lerc’h. Ar Breur Eli, evel a c’houzoc’h, a ioa bet torret euz he garg nebeut amzer araok. Mez ar Breur Eli n’en doa ket bet a vez oc’h anzao he faziou hag o plega azindan gourdrouzou ar Zant : hen ober en doa great ep en em glemm. Anavezet en doa ne d’ea ket dre an hent mad, pinijenn en doa great, ha breman, e pep tra, e sente atao ouc’h aliou ar Zant, hag ar Zant ive en doa ankounac’heat en doa baleet var an hent fall.

Setu petra dle da ober pep kristen mad pa vez eat var an hent fall : Anzao he dorfed, goulenn pardoun digant Doue en eur skei var boul he galoun, heulia aliou he gonfesour, senti out-han, ha Doue, d’he dro, a ankounac’haio he oll faziou.

Goude beza lakeat ar Breur Eli da vleina an Urz enn he leac’h, Fransez en em roaz d’ar bedenn goasoc’h eged biskoaz, araok mont adarre da brezek dre ar c’hearriou hag ar bourkou a dro-var-dro. En eur zonjal pegen dallet oa an dud var ar pez a zell ouz ho zilvidigez, ha pegement oant stag ouz madou ha pluja-