Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/193

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





EIZVED PENNAD


————


Ar breur Eli adarre e penn an Urz. — An trede Urz. — Luchesiuz ha Bonadonna. — Induljanz ar Porsionkul. — Fransez hag ar Pap Honoriuz III. — Roz guenn ha Roz ruz. — Ar Pardoun braz. — An daou zervez kenta a viz eost. — Induljanz ar Porsionkul staget oc’h Ilizou all. — Petra rankor da ober evit gounit an induljansou-ze.


————



Eleac’h lakaat dioc’htu, goude maro Per Katan, eun all da eil e penn an Urz, Fransez a c’hortozaz gouelliou ar Pantekost, rak enn derveziou-ze, evel hoc’h euz her guelet c’hoaz, e veze atao eur Chabistr braz, e veze galvet da vont dez-han ar pennou braz euz an Urz. Da c’hedal an dervez-se, Fransez a bede noz-deiz da c’houlenn piou da henvel, rak nec’het e oa. Chomm a reaz an oll mantret o klevet an Tad Fransez, enn dervez diveza euz ar Chabistr, o lavaret dirag an oll oa ar Breur Eli an hini a felle da