Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 184 —

ma teuent ha dre ma z’eant, a rea kement a drouz ma n’oa ken ar menac’h evit pedi Doue e peoc’h enn ho c’houent. Ar profou braz a zigasent a spounte ive ar Zant, rak aoun en doa da vankout d’ar baourentez, he vignounez ar vrasa, evel a lavare. Setu perak e teuaz da vez Per, ha, divar bennou he zaoulin, e komzaz evel-hen : « Breur Per, p’edoc’h var an douar e sentaz ouzign var ar ger, n’euz forz petra em biche gourc’hemennet d’eoc’h. Mad, guelet a rit euz breman dre aman re a drouz, ha n’omp ket evit komz ouc’h Doue a voueled hor c’haloun. Digas a reor ive, abalamour d’ar burzudou a rit, kals re a brofou oc’h esa, me gred, miret ouzomp da veva er baourentez ervez kuzul an Aviel. Mad, breur Per, dont a ran herrio, me ho Tad, dont a ran da c’hourc’hemenn deoc’h chomm hivizikenn ep ober burzud ebed ken, aman, var ho pez. »

Per Katan a zentaz, rak goudeze, burzud ebed ken ne c’hoarvezaz var he vez.


————