veze neuze glac’haret oll, hag e skrive d’ar Zant, pa ne veze ket er gear, evit goulenn digant-han petra da ober. Heman a lavare dez-han mont dre zouzder ha gant karantez ; dre an hent-se e teuche a benn euz an oll. Per a zente hag ar peoc’h a veze ker buan great etre an oll Vreudeur.
Mont a rea mad an traou enn dro e Stez-Mari abaoue m’oa lakeat Per Katan e penn ar gouent. Siouaz ! an dra-ze ne badaz ket pell. Doue a c’halvaz Per Katan da vont d’he Varadoz, e miz meurs, euz ar bloaz 1221.
Burzudou euz ar re vrasa a c’hoarvezaz var he vez dembrest goude he varo. Bemdez, hag aliesoc’h eged bemdez, goude beza pedet var bez Per, e veze guelet tud klan o kaout ar iec’hed, tud kamm ar bale, tud dall ar gueled, tud bouzar ar c’hleved. Evelse ar brud euz ar burzudou-ze a redaz buan dre ar vro, hag a lakeaz eun niver braz a dud da zireded varzu kouent Stez-Mari. Digas a reant ive gant-ho profou braz da ginnik da Ber evit ar vad a rea dez-ho. An traou-ze ne blijent ket da Fransez. Ar pelerined, dre