Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 182 —

beva ganeomp ervez ar reolenn oc’h euz great, hag a zigaz gant-ho ar pez o deuz. Mad, e leac’h guerza ar pez a zigasont gant-ho, ha rei an arc’hant d’ar paour, ha ne ve ket guelloc’h d’eomp derc’hell ar madou-ze ganeomp hon unan ? Er c’hiz-se, e kafemp atao, pa vefe izoum, peadra da rei eun tamm boued bennag d’hor Breudeur.

— Guelloc’h e kafenn, eme Fransez, lammet kement tra a zo var dro Aoter ar Verc’hez eged dilezer ar baourentez, mean-fount hon Urz. Ar Verc’hez ne gavo abek ebed ennomp evit hor guelet o lakaat he aoter enn noaz evit heulia kuzuliou an Aviel, ha derc’hell mad d’ar ger hon euz roet d’he map Jezuz

Per a oue gounezet he galoun o klevet ar c’homzou-ze, ha ne lavaraz grik ebed ken. Evelato, dre garantez evit he Vreudeur, ne zalc’he ket striz avoalac’h d’ar reolenn, ha neuze e kleve trouz gand ar Zant. Plega a rea ep jamez en em glem. Pa veze menek da ober eun dra bennag a vraz, atao e c’houlenne kuzul digant-han. Eur penn fall bennag a zave avechou he vouez, hag a en em glemme. Per a