euz ar Breudeur-bian. Mez an oll relijiuzed a zavaz enn he enep. « Nann, nann, emez-ho ; n’hor bezo evit mestr nemed Hon Tad Fransez, epad ma plijo gand Doue her lezer var an douar. » Ar Zant a blegaz, hag a jommaz e penn an Urz.
Per Katan a gasaz an traou enn dro er guel a Zoue, ha gand kalz a garantez evit he Vreudeur. Evelato avechou e veze nec’het, rak avechou n’en deveze tamm da rei d’he relijiuzed. Kear Asiz a gase kals aluzennou da gouent Stez-Mari, guir eo : mez allaz ! aliez ne veze ket hanter euz ar pez a viche izoum. Ar brud euz a Fransez hag euz he zantelez a ioa eat dre bevar c’horn ar vro, hag euz a bep tu e teue tud d’her guelet, da c’houlenn digant-han kuzuliou evit ho zilvidigez. Ar re-ze a veze ive bevet evit netra er gouent, hag, evit rei dez-ho da zibri, ar Breudeur-bian a ranke iun.
O velet kementse, Per Katan, dre druez ouz he Vreudeur, ha dre garantez evit-ho, a ieaz da gaout Fransez hag a lavaraz dez-han :
— Tad, kals tud a deu da c’houlenn
11