ha da rei dez-han he vennos. « Penaoz, eme Fransez, e rofenn-me va bennoz dez-han, pa z’eo guir Doue he unan en deuz roet dez-han he valloz ? » Hag evit guir, Iann Stracchia a gendalc’haz da vale dre an hent fall : ne c’houlennaz ket a bardoun digant Doue, ha, var he dremenvan e oue klevet o krial : « Daonet ounn, daonet ounn da vikenn ! »
P’en em gavaz Fransez e Asiz e velaz anat en doa great mad kuitaat bro Sao-Heol, rak e kouent Stez-Mari n’e d’ea ket ken nebeut an traou var an tu m’oant lakeat gant-han da vont. Gourdrouz a reaz stard ha c’houero ar Breur Eli : Hag, er Chabistr a oue da c’houel Mikeal, euz ar bloaz 1220, e oue lammet he garg digant-han. Enn he leac’h e oue lakeat Per Katan, an eil euz a ziskibien ar Zant.
Fransez a ioa torret he gorf gand he labourou, he brezegennou, a skuiz muioc’h eged na zonjor, he binijennou hag ar beajou poaniuz en doa great. Setu perak e falvezaz dez-han en em zizamma euz gouarnamant an Urz a bez, ha lakaat Per Katan enn he fenn. Senti a rache, emez-han, ouc’h Per, evel an disterra