Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/187

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 179 —

savet eno evit kouent d’ar Breudeur-bian. « Ha petra, emez-han, hag aze eman o chomm tud a n’o deuz netra ? Hag e manerriou e tle loja ar Breudeur-bian ? Nann, an ti kaer-ze ne ket eun ti euz va Urz eo, hag ar re a zo enn-han n’int ket va Breudeur. Gourc’hemenn a ran dez-ho, mar o deuz c’hoant da jomm enn Urz, mont kuit dioc’htu, ha lezer ar maner-ze gand tud pinvidik ar bed. »

A veac’h ar c’hardinal Ugolini, patroum an Urz, d’ar mareou-ze e bologn, a c’hellaz terri nerz an ioul a ioa eat enn-han. Ar Breudeur-bian a anzavaz oant faziet, hag a oue ker buan pardounet. Mez eun abek all c’hoaz a gavaz er Breur Iann Stracchia, abalamour m’an doa great euz a eur gouent eun ti skol evit deski skiantchou ar bed, e leac’h eun ti ha ne dliet enn-ban nemet pedi Doue: tiez all a ioa savet evit ober skol enn-ho. Iann Stracchia a reaz van da zenti ouc’h Fransez ; mez abarz nemeur e kouezaz adarre enn he faziou koz. Fransez, dirak an oll a daolaz varn-han he valloz. Eur blavez bennag goudeze ar Breudeur-bian a bedaz ar Zant da bardouni da Iann Stracchia