epad m’edo Fransez o prezek d’an Durked hag o klask an dro da skuilla he c’hoad evit J.-K., ar Breur Eli a falvezaz dez-han souplaat ar reolenn hen doa great Fransez, rak re rust e kave anez-hi. « An oll, emez-han, n’int ket evit heulia ar reolenn great gant Hon Tad, rak ne ket krenv avoalac’h ho nerz evit tizout keit se… », ha kals a draou all evelse. Ar Breur Eli a ioa eun den skiantek meurked ; kas a rea koumpez enn dro kement tra a zelle ouz kouentchou an Urz setu perak, kals euz ar Breudeur-bian a ioa eat a du gant-han.
Pa glevaz Fransez an traou-ze e oue glac’haret oll. Evelato araok ober netra euz he benn he unan, ec’h en em lakeaz da bedi ha da c’houlenn kuzul digant he Vestr, digant Doue. Lavaret e oue dez-han dilezel bro Sao-Heol, ha distrei da Asiz.
E kear Veniz e tiskennaz euz he lestr, hag ac’hano e teuaz da gear Bologn. Hogen, e penn kouent Bologn edo ar Breur Iann Stracchia hag a ioa a du gand ar Breur Eli. Fransez a oue rannet he galoun o velet an tiez brao ha kaer a ioa