he zivreac’h varzu an Env en eur lavaret, hag an daelou a zirede euz he zaoulagad : « Oh ! Ia : breman e c’hellan lavaret gand guirionez em euz pemp Breur-bian ! »
Relegou ar verzerrien-ze a lakeaz an A. Doue da skuilla he vennoz var Rouantelez ar Portugal, hag, ouc’hpenn-ze, gounit a rechont da Fransez unan euz ar brasa sent euz he Urz. Eun den iaouank euz ar vro-ze o chomm e kear Koimbr, he hano Fernandez, euz an huella noblanz, a oue gounezet he galoun o pedi dirag merzerrien ar Marok. Goulenn a reaz guiska sae ar Breudeur-bian, ha dilezel he hano a Fernandez gant aoun da veza anavezet, ha great re a stad anez-han abalamour m’oa ganet a dud a renk huel. Falvezout a reaz dez-han beza hanvet Anton. Hennez eo St Anton a Badou anavezet gand an oll, ha leshanvet a Badou abalamour m’en euz tremenet er gear-ze ar pe vrasa euz he vuez.
Lavaret em euz d’eoc’h en doa ranket Fransez kuitaat bro Sao-Heol evit distrei d’an Itali. Setu aman abalamour da betra. Gouzout a rit en doa lakeat enn he leac’h, e penn he Urz, ar Breur Eli. Mad,