Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/184

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 175 —

lerc’h egile, ho fenn dre an hanter d’ar pemp merzer… An dra-man a c’hoarvezaz d’an 20 a viz genver euz ar bloaz 1220.

An dud divadez euz a gear a razaillaz, kerkent ha m’ouent taolet dez-ho, var gorfou ar verzerrien. Ho zreina a rechont dre ruiou kear, en eur stlepel tamm aman tamm a-hont anez-ho dre ma z’eant. Ar pez a jomme anez-ho a oue taolet var eun dachenn douar vag, er meaz a gear, evit beza eno debret gand ar chas pe gand an anevaled gouez. Kristenien ar vro, kaset gand don Pedro a zestumaz ho relegou. Digaset e ouent da Iliz ar Groaz, e kear Koimbr, e Rouantelez Portugal ; hag eno emaint, c’hoaz herrio, dalc’het gand kals a henor e diou voestl arc’hant.

Hanoiou ar pemp merzer-ze a zo : Berardo, Pietro, Otton, Ajuto hag Akursio. Ar re-man eo ar pemp merzer kenta euz a Urz St-Fransez. Mez abaoue nag a bed n’o deuz ket skuillet ho goad evit J.-K. dre bevar c’horn ar bed? A veac’h ma c’hellor ho niveri. Pa glevaz Fransez merzerinti he bemp Breur-bian, e savaz