Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/183

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 175 —

a enep Mahomet, an den santel digaset gant Doue var an douar ?

— O Roue, emez-ho, n’hon euz dismeganz ebed evit ar feiz guirion, pell ac’hano. Laouen e roimp zoken, evit he difenn betek ar berad diveza euz hor goad. Kas hon euz avad ouz ho fals kredennou-c’houi, hag ouc’h an den fall en deuz ho frezeget d’eoc’h.

Ar Roue morian, o velet n’oa ket evit ho zrec’hi er c’hiz-se, a glaskaz dont a-benn anez-ho er c’hiz-all.

— Mar kirit, emez-han, heulia lezenn Mahomet, me a roio d’eoc’h evit gragez ar merc’hed iaouank koant ha guisket kaer a zo aman diraz-hoc’h ; ha goudeze, me ho lakaio er c’hargou huella euz va Rouantelez.

— N’hon euz, eme ar Breudeur-bian, efer ebed nag euz ho merc’hed, nag euz hoc’h henoriou. Dalc’hit an traou-ze evidoc’h. Evidomp-ni, ne glaskomp, ha ne c’houlennomp nemed J.-K. hag he Varadoz.

Ar Roue, o klevet komzou ker rok, a ieaz gand ar gounnar. Kregi a reaz enn he zabrenn, ha faouta a reaz, an eil var--