Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/182

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 174 —

a grizder m’oa toullet ho c’hroc’henn, ha ma veze gellet guelet ho bouzellou… Goudeze e vezent ruillet var dammou boutaillou torret, hag, epad an noz, e veze skuillet guin-egr var ho gouliou leun c’hoad. Mez int-hi ne reant van ebed. Bennoz zoken a lavarent d’an A. Doue, ha kana a reant kantikou enn he henor. Eun nozvez edo ar pemp Breur-bian, goloet a c’houliou, astennet var ho c’huchenn golo hanter-vrein. Enn eun taol, e paraz dira-z’ho eur sklerder skeduz meurbed, hag a ioa evel p’e diche c’hoant da zamma gant-hi ar pemp merzer evit mont d’an env. O velet eur sklerijenn ker vraz, ar goardou, lakeat d’ho diouall, a dec’haz kuit. Ar pemp Breur-bian, laouen hag euruz, a bede Doue, krenveat gand ar sklerijenn-ze, a deue euz an env.

Antronoz ar Roue a c’hourc’hemennaz dez-ho mont dira-z’han, hag a lavaraz dez-ho gant ruzder :

Ha c’houi eo-ta an dud fall n’ho c’heuz nemed dismeganz evit hor feiz-ni ? Ha c’houi eo an dud diskiant-se ne reont nemed lavaret a bep seurt goall draou