Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 173 —

Heol. Tec’het en doa ranket kuit araok he vreur ar Roue abalamour m’oa savet trouz etrez-ho. Heman a zigemeraz ar Breudeur-bian gand kals a garantez hag a vadelez. Ho loja a reaz enn he di. Ne lavare ket dez-ho chomm ep prezek relijion J.-K., mez alia a rea anez-ho d’hen ober sioul hag e kuz. Ne ket an dra-ze a felle d’ar Breudeur-bian : deuet oant evit prezek an Aviel, hag hen ober a rankent dirak sklerijenn an heol. Setu perak ec’h en em lakechont da brezek d’ar bobl var ar meaz kerkouls hag er c’herriou. Nann, n’o d’oa aoun ebed : Disklerria ha displega an Aviel a reant e kement leac’h ma kavent tud d’ho zelaou. Ouc’hpenn-ze, pa glevent e tlie Roue ar vro tremen dre eul leac’h bennag ec’h en em lakeant var he hent, hag e z’eant hirra ma c’hellent d’he heul, en eur brezek dez-han relijion J.-K.

Ar Roue ouz ho guelet hag ouz ho c’hlevet, a ieaz drouk enn-han, hag a lakeaz paka pek enn-ho. Kaset e ouent d’ar prizoun, emmerret ho divesker hag ho daouarn gand chadennou pounner. Bazateat, skourjezet e ouent gand kement

10*