Abaoue S Fransez, he Vreudeur a gendalc’h da brezek dre eno relijion J.-K., atao a-unan gand Hor Mamm Zantel an Iliz. Tremen c’houeac’h kant vloaz a zo emaint dre eno, hag int-hi eo a ziouall e Jeruzalem bez Hor Zalver.
Edo c’hoaz Fransez o prezek dre eno pa deuaz dez-han kelou euz an Itali evit lavaret dez-han ne d’ea ket an traou enn he Urz, nag e Stez-Mari, nag er c’houentchou-all, ervez m’en doa gourc’hemennet. Red e oue dez-han-ta distrei d’ar gear. Mez araok kounta an traou-ze, emeuz c’hoant da lavaret d’eoc’h petra c’hoarvezaz gand ar Breudeur a ioa eat d’ar Marok.
Pemp Breur en doa kaset Fransez d’ar vro-ze. Mil boan o d’eoue o treuzi ar Spagn, abalamour ar c’hreiz-deiz euz ar vro-ze, a ioa a zindan galloud an Durked. Evelato, goude beza bet lakeat er prizoun, barnet d’ar maro ha laosket adarre enn hent, e teujont a benn da c’hellout treuzi raz Jibraltar, ha diskenn er Marok.
D’ar mareou-ze edo o chomm er Marok don Pedro, breur da Roue ar Portugal, bro stag ouz ar Spagn dioc’h tu ar C’huz--