Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/179

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 171 —

Ejipt hed-a-hed. Goude m’an doa koumzet ouz Fransez, ne oue ket kenn nebeut ker rust ouc’h ar gristenien a ioa er vro-ze. Zoken, araok m’oa great ar peoc’h, e lezaz da vont kuit, evit netra ar re en doa paket hag a zalc’he er prizoun ; hag ouc’hpenn c’hoaz, d’ar re baourra anez-ho e roaz arc’hant evit distrei d’ar gear. Var gorre an oll draou-ze, e reaz eun dra hag a lakeaz da dridal kaloun an oll gristenien : rei a reaz ar Vir-Groaz a ioa eat euz a Jeruzalem gand Saladin, unan euz ar Sultaned a ioa bet enn he raok.

Abarz kuitaat ar Zant, Meledin a lavaraz dez-han pedi Doue da lakaat anez-han, araok mont euz ar bed-man, da anaout ar guir relijion. Mad, a benn eur pennad bloaveziou, ar Zant en em ziskouezaz da zaou euz he Vreudeur a ioa er Siri, hag a lavaraz dez-ho mont da rei ar Vadiziant d’ar Sultan Meledin a ioa goall glan. Mont a rejont. Deski a rejont dez-han ar guir relijion : Eun Doue e tri fersoun, Tad, Map ha Speret-Santel. Meledin a zianzavaz he fals kredennou, hag a oue badezet gand an daou Vreur kaset gant Fransez.