Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/178

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 170 —


Ar Sultan a vele sklear ar virionez ; mez aoun a gemere dirak tud hag a grene ho unan diraz-han ! Tra glac’haruz ? Nag a bed n’euz ket herrio var an douar henvel ouz ar Sultan Meledin ? Lod o d’euz aoun da goll ho c’harg, lod all o d’euz aoun da veza goapeat gand an dud ma teuont da heulia ar pez a c’hourc’hemenn dez-ho ho c’houstianz! Petra raio an A. Doue euz ar gristenien fall-ze ?

Meledin a ginnigaz d’ar Zant traou kaer evit kaout souj anez-han. Fransez ne falvezaz dez-han kemeret netra, en eur lavaret n’oa ket deuet d’an Ejipt evit destumm danvez, mez evit gounit eneou da Zoue.

— Kasit anez-ho ganeoc’h da viana, eme Veledin, evit ho rei d’ar beorien, pe evit lakaat kaerroc’h hoc’h ilizou.

— Ne gasan jamez netra gan-en, eme Fransez : Doue a ro dign el leac’h ma vezan kement tra em euz izoum.

Fransez ne c’hellaz ket gounit da Jezuz Meledin hag he bobl: he veach en Ejipt ne oue ket kollet evelato. Meledin a lavaraz dez-han e lesche ar Breudeur-bian da brezek evel ma karchent dre vro an