hen. Savit aze, dirak an oll, eun tantad braz hag huel : lakit an tan enn-han. Pa vezo an tan enn he vrasa, beleien Mahomet ha me a ielo enn he greiz. Neuze e velfot pehini eo ar guella euz ar c’hredennou, pe hini Jezuz Hor Zalver a brezegan-me, pe hini Mahomet hag he Veleien. »
Epad ma komze ar Zant, unan euz a veleien Mahomet, hag unan zoken euz ar re huella e karg, o klevet petra lavare, petra ginnige da ober, a droaz buan kein, hag a ieaz kuit sioul ha dre guz. Ar Sultan en doa guelet mad evelato an dra-ze : setu perak e respountaz : « Ne gredan ket e ve hini euz va beleien hag en em lakafe e riskl da veza devet gant an tan evit difenn he feiz. »
— Mad, eme Fransez, greomp guelloc’h neuze. Mar kirit rei dign ho ker, ha toui e teufot da veza kristenien c’houi hag ar bobl a ia d’hoc’h heul, me a ielo va unan dre greiz tan an tantad, ha, ma ne vezan ket devet, e velfot eo J.-K. Doue evel he Dad, hag e z’eo evel-d’han oll galloudek.
Ar Sultan a respountaz n’oa ket evit ober an dra-ze rak dont a rache he bobl d’en em zevel enep-d’han.
10