Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/176

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 168 —

sammet a jadennou. P’oue ehanet da skei varn-han. Fransez a lavaraz : « Me a zo kristen, kasit ac’hanoun da gaout ho a mestr Meledin. » P’en em gavaz ar Zant dirak ar Sultan Meledin, heman a c’houlennaz digant-han piou en doa hen digaset, hag evit petra oa deuet d’he gaout. « N’ounn deuet a berz den ebed, eme Fransez ; deuet ounn a berz Doue a zo enn Env ; deuet ounn da ziskouez d’eoc’h, ha d’ar bobl m’emaoc’h enn he fenn, hent ar zilvidigez, ha da brezek d’eoc’h an Aviel guirion. » Ker buan ec’h en em lakeaz da zermoun, hag hen ober a reaz gand kement a dan, gand kement a nerz, gand kement a sklearder ma chomme mantret Meledin, ha kement hini a gleve he gomzou.

Kement a blujadur en doa ar Sultan Meledin euc’h he zelaou ma pedaz anez-han da jomm gant-han ha gant he bobl. « Ia, chomm a rign euz a greiz va c’haloun, eme Fransez, ma kirit, c’houi hag ho pobl, trei ouc’h J.-K., hag heulia he lezennou. Ha mar d’emaoc’h var var da zilezer lezenn Mahomet evit an hini a gomzan deoc’h anez-hi, greomp evel