Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/175

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 167 —

, pe mervel, evel merzer, en eur skuilla he c’hoad evit an hini en deuz skuillet he hini evidomp. Hage kaf d’eoc’h en devezo aoun rak gourdrouzou kriz Meledin? Oh! nann. Goude beza en em roet eur pennad d’ar bedenn, Fransez a ieaz var-eeun ep aoun varzu an Durked. « Hag e ve ar maro o para var va fenn, emez-han, n’em bezo aoun ebed, rak c’houi, o va Doue, a zo a du gan-en. » He vreur Iann ar sklerijennet a iea d’he heul ep kaout na muioc’h a aoun, na muioc’h a spount evit-han. N’oant ket eat goall bell dioc’h ar gristenien pa gafchont var ho hent daou benn-danvad. Pa velaz Fransez an daou benn-danvad, e lavaraz gand al laouenedigez ar vrasa d’he Vreur : « Bezomp fizianz : deomp-ni eo herrio ar c’homzou a lavare gueach all Hor Zalver d’he Ebestel : Ho kas a ran evel denved e kreiz ar bleizi. » Ne zalechont ket da veza paket gand an Durked. Goall lakeat e ouent taoliou boutou, taoliou baz, taoliou kleze a oue roet dez-ho, ne ket dioc’h kount ; bronduet oa ho c’horf, redet a rea ho goad, ha goudeze e ouent