Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/174

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 166 —

em gavaz Fransez enn Ejipt. Sklerijennet gant Doue var ar pez a ioa o vont da c’hoarvezout, ec’h aliaz starta ma c’hellaz ar gristenien da jomm ep mont d’en em ganna ouc’h an Durked divadez. Ne oue ket selaouet. « Daoust, eme ar zoudarded, hag eun den ken treut, guisket ken dister a c’hell gouzout eun dra bennag a var draou ar brezel ? » En em ganna a rejot ive-ta d’an 29 a viz Eost, euz ar bloaz 1219… C’houeac’h mil gristen a jommaz maro var an dachenn, pe a oue paket gand an Durked. Evelato arme ar gristenien ne oue ket dismantret oll. Chomm a reant dirak an Durked ep mont adren. An diou arme a ioa atao an eil dirag eben ; mez ne oa den ebed avad hag a c’helche tremen euz an eil arme d’eben dindan boan da gaout ar maro. Rak Meledin Sultan an Durked — Ar re-ze a rea Sultan euz ho Roue — rak Meledin a roe eur pez aour da gement hini a gase dez-han penn eur c’hristen.

Fransez a ioa deuet da vro Sao-Heol evit sklerijenna tud ar vro-ze, lakaat anez-ho da anaout J.-K., digeri dez-ho dor ar Baradoz, en eur rei dez-ho ar va-diziant-