Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/173

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 165 —

no e teuaz d’an Ejipt gand eur Breur epken, hanvet Iann, ha leshanvet ar breur sklerijennet, abalamour d’an aliou ha d’ar c’huzuliou kaer a roe, hag a deue dez-han a berz Doue.

D’ar mareou-ze, edo kristenien vad ar Rouanteleziou Katolik, Rouanez ha Noblanz ar broiou-ze, enn ho fenn, oc’h ober, evit ar pemped gueach, divar ho dispign, hag a vir galoun, brezel d’an Durket, evit ho c’has divar an Douar Santel euz a Jeruzalem, el leac’h m’oa marvet Hor Zalver J.-K. Ar Pabed ho alie da ober ar brezel-ze, hag a roe dez-ho induljansou braz evit ar galoun vad a ziskouezent. Mad, p’en em gavaz Fransez enn Ejipt, edo an diou arme an eil dirag eben. Siouaz ! En em hegal a rea ar gristenien n’oant ket evit en em glevet. Ar re a ioa var loan a lavare o doa ar re var droad aoun evit ho c’hroc’henn ; hag ar re a ioa var droad a lavare n’o doa tamm kaloun an dud var loan. Setu perak Iann de Brienn, an hini a ioa e penn an arme, a rankaz, evit kaout peoc’h diout-ho, ho c’haz d’an emgann.

Derc’hent deiz an emgann eo ec’h en