Fransez e bro Sao-Heol. — Enn Ejipt. — Ar Sultan Meledin. — Ar Breudeur-bian er Marok. — Ho merzerinti. St Anton a Badou. — Distro Fransez d’an Itali. — Rebechou d’ar breur Eli. — Per Katan e penn an Urz. — Fransez a zalc’h mad d’ar baourentez. — Pe ger zentuz oa Per Katan. He varo.
oude beza roet he vennoz d’he Vreudeur
evit kimmiada diout-ho, e lakeaz
e penn he Urz, e Stez-Mari-an-Elez,
Eli a Gorton, betek neuze eur relijiuz euz
ar re galouneka. Goudeze e kemeraz, da
vont gant-han, daouzek euz he Vreudeur-bian,
hag e z’eaz da gear Ankon da glask
eul lestr evit treuzi ar mor da vont da
vro Sao-Heol.
Kerkent ha mec’h arruaz eno e kavaz eul lestr hag a ioa o vont d’ar vro-ze. Mont a reaz var eeun da gear St-Iann-d’Akr ha da enezenn Chipr, en eur lezer er broiou-ze dek euz he Vreudeur. Ac’ha-