Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 163 —
lod an Ejipt, hag ar Siri, broiou ha n’oa enn-ho nemed tud divadez ha kriz meurbed e kenver ar gristenien.
Ker buan pep hini a iaz enn he hent, en eur glask an aluzenn, d’ar broiou ma tlient prezek enn-ho, laouen ha dinec’h, evel ma z’eaz gueach all an Ebestel da brezek J.-K. dre bevar c’horn ar bed.
Evelse ec’h achuaz Chabistr ar bloaz 1219, ar brudetta, a leveror, euz a oll Jabistrou an Urz.
————