eun tamm skrid evid diskouez ec’h aotrea anez-ho da brezek e kement leac’h a zo er bed gand ma kafche mad Eskibien ar vro. Ar Pap Honoriuz a roaz, a galoun vad, he c’houlenn d’ar Zant.
En eur rei lizer ar Pap d’he Vreudeur, Fransez a lavaraz dez-ho beva e peoc’h gand pep hini, gouzaon pep tra ep en em glemm er c’hiz-ze e c’houneschent kalonou an oll. Goudeze e lavaraz dez-ho derc’hel atao mad d’ar baourentez, rak ar baourentez eo mean-fount an Urz. « Bezomp ive-ta paour, emez-han ; paour en hor guiskamant, paour enn tamm boued a glaskimp, paour er c’houentchou a zavimp. »
Goude kentelliou ker fur ha ker santel, ar Zant en em daolaz d’an daoulin hag en em lakeaz da bedi… — Goude he bedenn e lodennaz ar bed etre he Vreudeur, evel m’her greaz gueach all Hor Zalver etre he Ebestel. Kas a reaz lod d’ar Grez, lod da Duniz, lod d’ar Marok, lod d’ar Spagn, lod da Franz, lod da Vro-Zaoz, lod d’an Hongri. Ne gasaz hini ebed d’an Almagn, re goall-gaset oant bet eno enn dro genta. Evit-han e talc’haz evit he