Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 161 —

dindan boan a bec’hed, gand Hon T. S. ar Pap Pi IX, kredi eo deuet ar Verc’hez er bed-man ep pec’hed ebed, dishenvel e kement-se dioc’h an dud all, e leveror e kouentchou St-Fransez, eun Ofern var-gan enn he henor. Ouc’hpenn-ze, ar Breudeur-bian, enn ho frezegennou, hag el leoriou o deuz skrivet, o deuz atao disklerriet freaz d’an oll ar virionez-man.

Er Chabistr-man, e oue gourc’hemennet c’hoaz d’an oll Vreudeur-bian lavaret, enn ho oll Ofisou, eur bedenn enn henor da Zant Per ha da Zant Paol, evit staga muioc’h-mui an Urz ouc’h Iliz Roum, penn ha sklerijenn an oll Ilizou.

Lod ive euz ar Breudeur, eat da brezek er broiou, er meaz euz an Itali, n’oant ket evit hen ober ervez m’o doa c’hoant, abalamour n’oant ket anavezet gand an Eskibien, ha ma n’o doa tamm skrid ebed da ziskouez piou oant. Evit guir, ar Pap Innosant III en doa lavaret dirak an oll, e Konsil Latran, o doa guir da brezek e pep leac’h, hag oa anavezet evit mad ho Urz gant-han. Mez an oll Eskibien n’edont ket eno. Setu perak ar Zant a c’houlennaz, digant ar Pap Honoriuz III,