Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/168

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 160 —

goll… Nann, nann ; va reolenn a jommo evel m’eo roet dign gand Doue… »

Goude beza komzet er c’hiz-se, Fransez a ieaz kuit hag a lezaz ar C’hardinal gand he Vreudeur a ioa ouz her selaou. Heman a lavaraz neuze : « Klevet oc’h euz ar pez en deuz lavaret Fransez : he gomzou a zo komzou Doue, red eo senti out-han, dindan boan da vont er meaz euz an hent m’hoc’h galvet gand Doue da vale dreiz-han, hent ar Baradoz. » Ar Breudeur o doa komzet d’ar C’hardinal a jommaz toutek, ne gredchont lavaret ger. Plega a rechont oll, hag heulia a rechont ive penn-da-benn ar reolenn en doa roet dez-ho Fransez.

Unan euz an traou brasa, a oue disklerriet er Chabistr a gomzomp anez-han, hag a dle skei ar muia var spered an den, eo an dra-man. Frausez a c’hourc’hemennaz ma viche lavaret, bep sadorn euz ar bloaz, e kement kouent a ioa euz he Urz, eun Ofern var-gan, enn henor d’ar Verc’hez Vari konsevet ep pec’hed. Dre aman e velit pegement e karie Franscz ar Verc’hez, pa z’eo guir, tremen 600 vloaz araok m’oa gourc’hemennet d’eomp,