Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/167

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 159 —

deur ha n’oa ket avoalac’h dez-ho heulia ar reolenn roet gand Fransez. Kastiza a reant o c’horf goasoc’h, ober a reant pinijennou rustoc’h eged ma lavare ar reolenn, ha, dre an abek-se, e kouezent klan, ha ne c’hellent ket neuze ober kement tra a c’houlenne reolenn an Urz. Fransez ho gourdrouzaz. Lavaret a reaz d’ez-ho oant eat enn Urz evit ober pinijenn, evit guir, mez ive evit prezek J.-K. evel an Ebestel, hag, evelse, ne dlient ket noazout d’ho iec’hed.

Lod all a gave dez-ho oa re rust an Urz, hag e tliet souplaat eun tamm bennag ar reolenn. Lavaret a rejont d’ar c’hardinal Ugolini komz euz an dra-ze da Fransez, ep anzao evelato ho hano. Ar c’hardinal a gave ive oa rustik reolenn Fransez, hag a gomzaz dez-han euz a glemm he Vreudeur. « Nann, nann, eme ar, Zant, Doue he unan en deuz disklerriet dign ar reolenn am euz roet… Diskiant eo ervez tud ar bed, mez dre an diskianterez-se eo e z’eor d’ar Baradoz. — Ar re a fell dez-ho freuza va reolenn, pe tenna lod anez-hi, o deuz c’hoant da heulia finesaou ar bed ha da vont da